Jarl Priel (1885-1965) a oa anv-pluenn Charles Tremel, Tregeriad eus Priel, e-kichen Landreger.
E eñvorennoù bet embannet un toullad bloavezhioù zo, Va zammig buhez (1954 & 1975), Va buhez e Rusia (1955) hag Amañ hag ahont (1957) a zo strollet evit ar wech kentañ en ul levr.
En e skridoù dibar e kont gant fent ha teneridigezh e vugaleaj hag e vuhez skoliad e Landreger. Paotr-e-vil-vicher eo bet ivez; martolod ha soner war un dro, kelenner galleg e Rusia, troour evit an arme, komedian ha sekretour e bed ar c’hoariva e Pariz, skrivagner ha saver pezhioù-teatr e brezhoneg hag e galleg. E meur a vro en devoa bevet ivez, Aljeria, Polonia…
Buhez ur gwir globe-trotter : evel-se, en teir levrenn en unan, e reer anaoudegezh gant testeni prizius un den en e amzer, unan hag a gont dimp darvoudoùigoù ha fedoù c’hoarvezet en Europa a-raok ar brezel-bed diwezhañ ha darn anezho nebeut anavezet betek-henn. Ha kement-mañ en ur yezh yac’h, gwevn, leun a fent, pinvidik, aes da lenn.
Jarl Priel a zo unan eus skrivagnerien glasel al lennegezh vrezhonek.
Da brenañ war : http://www.brezhoneg.org/