Da-heul ur goulenn gant meur a hini setu ur skouer testeni divyezhek da voullañ, da leuniañ ha da gaout ganeoc’h e ken kaz ho pefe ezhomm da vont er-maez eus ho ti. Kalon d’an holl ha dalc’homp mat d’hor yezh er mare start-kenañ-mañ, dreist-holl evit ar vugale divrezhonek o zad hag o mamm hag en em gav er gêr hep den ebet ken da gomz brezhoneg ganto.
Fulup Jakez (Ofis ar Brezhoneg)