Fest-deiz war RKB, bep Sul a-raok kreisteiz !

Nevezenti a vo war gwagennoù Radio Kreiz Breizh a-benn fin ar sizhun. Bep Sul etre 10 eur 30 ha kreisteiz e vo moaien da gaout diduamant gant ur « playlist » tonioù tennet deus dielloù kozh ar radio. Kanaouennoù bet enrollet e fin ar bloazioù 1970 gant Kazetenn ar Vro Plin, troc’hadoù kan-ha-diskan enrollet er c’hoñkourioù Fisel, heuliadoù biniou-bombard bet klevet e-kerzh gouelioù an Danoued, sonerien treujenn-gaol, boest an diaoul…  

Ur bern tud a vo roet da glevout : Kristin an Du ha Suzanne Gwilhoù deus Mêl-Karaez o kano, Jean-Pierre Le Cornoux « Bovélo » ha Jil Léhart o respont an eil d’egile, Yann-Fañch Kemener, Marsel Gwilhoù, Albert Bolore hag Erik Marchand o kanañ war un dro, Pol Huellou, Louise Ebrel, Jean-Yves ar Rouz deus Poullaouen, Ann-Mari Penneg deus Peurid-Kintin, ha nouspet mouezh all deus ar vro ! Bec’h d’ar blijadur !   Radio Kreiz Breizh vous fait écouter ses archives tous les dimanches matins de 10h30 à 12h

http://www.rkb.bzh/diellou/fest-deiz-war-rkb-bep-sul-raok-kreisteiz/

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *