BALEADENNOU / Balades nature en breton à la Chapelle Neuve pendant les vacances de Pâques

Kinniget e vo baleadennoù natur e brezhoneg gant Ti ar C’hoadoù e-pad vakañsoù Pask.

Louzoù mat da zebriñ
d’ar Sadorn 16 a viz Ebrel / 3e – Bulad-Pestivien Ur bern louzoù a gaver er vro a zo mat da zebriñ hag evit ar yec’hed. Diskouezet e vo deoc’h ‘peseurt mod anavezout ha fardañ anezhe.

Tro-dro Lok-Envel
d’ar Sadorn 23 a viz Ebrel / 3e – Lok-Envel Nag a binvidigezhioù en-dro da Lok-Envel, ur geriadenn etre ar c’hoad hag ar ster. Deuit da weladenniñ he glad hag he c’hornig natur.  

War roudoù loened an noz
d’ar Sadorn 23 a viz Ebrel / 8e noz – Ar Chapel-Nevez Pourmen da serr-noz… Gwelloc’h n’eus ket! Er gwenodennoù e vo sellet ha selaouet loened an noz o tihuniñ hag anavezet e vo o buhez dibar.  

Titouroù / evit lakaat e anv : 02 96 21 60 20
accueil@centre-foretbocage.bzhwww.centre-foretbocage.bzh

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *