Gant Unvaniezh Skrivagnerien Breizh e vez aozet ur genstrivadeg skrivañ bep bloaz. En un dastumadenn divyezhek eo bet embannet e miz Ebrel 2023 ar seizh danevell bet degemeret warlene. Savet e oant bet gant M. Graignic, B. Géry, D. Joly, A. Le Ruyet-Mahé, C. Chevallier-Gaté, C. Cadoret de l’Epineguen ha M. Cadiou. Tu ‘zo da gas testennoù nevez evit kenstrivadeg ar bloaz-mañ betek dibenn miz Mezheven 2023.
Boulc’het e vo an danevelloù gant ar bomm-lavar-mañ « Gwelet em eus gouloù, ha me o vont tre…» (Div bajenn. 30 linenn d’ar muiañ war pep pajenn. Kasit ho testenn da Thierry Châtel 4, Garzh al Laour bras 22780 Logivi-Plougras. Titouroù : thierry.chatel@laposte.net.